Programmadur 2022
Eürus tre eo gouelioù meur Kernne da welet ac’hanoc’h en dro an hañv-mañ !
Gant plijadur e vo digemeret ar bloaz-mañ :
En ur aozañ meur a genstrivadeg sonerezh e klask aozadur ar gouelioù meur lakaat war-wel talantoù ar vro. O-unan pe dre goublad, yaouank pe gozh, chañs vat zo evit ma gavfer ur genstrivadeg evidoc’h.
Daoust d’ar C’H/Covid e vez aozet ar bloaz-mañ un nebeud kenstrivadeg digor d’an holl memestra, en ur zoujañ eus ar reolennoù yec’hedel.
E Kreiz kêr Kemper e vez kavet ar gouelioù meur Kerne abaoe 1923. Ar festival a zo un digarez plijus evit dizoloiñ mil dremm hon bro ; ur sevenadur a vremañ digor war ar bed. Krogit e barz !
An hengoun a zo treuzkas an tan, n’eo ket azeulerezh al ludu.
Gustav Mahler (1860-1911)
Ar yaouankiz a zo hervezomp dazont hon sevenadur. E pad ar gouelioù-meur e vez roet dezho kalz a blas :
Talvoudekaat skiant-prenet ar vro a zo unan eus palioù aozadur ar gouelioù meur. Etrezek e glub embregerezh “Kerneko” e vez lakaet war-well anezho.
Meur a gevelerien ar goueliou meur hag embregerezhoù ar vro a gemer perzh e Kerneko evit aozañ, abaoe 2016, kenstrivadegoù evit an artizaned hag an embregerezhoù a zo engouestelet da lakaat war well sevenadur bro Gerne er bed ekonomikel.