Kinnig ar gouelioù

Dizoloit breizh !

E Kreiz kêr Kemper e vez kavet ar gouelioù meur Kerne abaoe 1923. Ar festival a zo un digarez plijus evit dizoloiñ mil dremm hon bro ; ur sevenadur a vremañ digor war ar bed. Krogit e barz !

  • 200 000 gweladennerien e 6 devezh gouel
  • Muioc’h evit 150 sonadeg, atalier, lusk sevenadurel…
  • 1 000 den a youl vat
  • 60 embregerezh keveler
  • 3 000 soner ha dañser

Gouelioù-meur Kerne, ur festival a-feson !

  • Kentañ festival war sevenadur Breizh
  • Arzourien nevez ha reoù anavezet tre
  • Ur festival etreremziadel
  • Un darvoud evit eskemm, dqremprediñ ha don gant ho familh

Ur festival digor war ar yaouankiz

An hengoun a zo treuzkas an tan, n’eo ket azeulerezh al ludu.

Gustav Mahler (1860-1911)

Ar yaouankiz a zo hervezomp dazont hon sevenadur. E pad ar gouelioù-meur e vez roet dezho kalz a blas :

  • Atalieroù evit ar vugale bemdez
  • Kernekiz : un devez evit ar vugale nemetken

E-kreiz ar bed ekonomikel

Talvoudekaat skiant-prenet ar vro a zo unan eus palioù aozadur ar gouelioù meur. Etrezek e glub embregerezh “Kerneko” e vez lakaet war-well anezho.

Meur a gevelerien ar goueliou meur hag embregerezhoù ar vro a gemer perzh e Kerneko evit aozañ, abaoe 2016, kenstrivadegoù evit an artizaned hag an embregerezhoù a zo engouestelet da lakaat war well sevenadur bro Gerne er bed ekonomikel.