AR GOUELIOÙ KERNE
Meilh an Dug
ABADENN / C’HOARIOÙ/ KENTAÑ TAÑVA EUS AR BREZHONEG
Deus ar yaou d’ar sadorn, etre 6 eur 1/2 hag 8 eur 1⁄2 noz, plasenn…, deuit da zizoloiñ pe da
bleustriñ war ar brezhoneg gant ur c’hwiz divyezhek, ur c’haraoke e brezhoneg, kaozeadennoù e brezhoneg en-dro d’an davarn, ur stand evit kregiñ gant ar brezhoneg, kontadennoù divyezhek, kanaouennoù, hag obererezhioù a bep seurt e brezhoneg. Programm klok war… Kit e darempred gant TAVK…

♫ EMEZI
Ar c’houblad merc’hed-se, liv pop ha RnB dezhañ a gan e Brezhoneg gant un energiezh hag a ya betek pep hini. Tapet o doare diwar Beyoncé pe Dua Lipa e kas Perryn hag Elise un abadenn, enni leun a c’hroove hag a gensonerezh mouezhioù da voemiñ.
Perynn (kan, binvioù sko) / Elise (kan, piano, binvioù sko).

♫ PLOUZ & FOEN
Ar vegenn eus ar rap e Brezhoneg, komzoù nerzhus ha beats entanet a vez kemmesket gant an triad a-strak-se. Peadra ganto da lakat tarzh da sevel dre o lavarennoù stourm hag ar jeu diroll a vez da heul.

♫ GARLONN
Kanerez lies benveg, e kinnig Garlonn ur bed sekret a varzhoniezh dioutañ e-unan, hanter hent etre folk ha muzik a-gozh. Telenn, fleüt, gitar ha mouezh a vez ennañ o kensoniñ, ken e Brezhoneg ken e Galleg.
Garlonn (kan, telenn, fleüt, gitar), Soig Courtel (batiri), Gurvan Le Meur (gitar).
