AR GOUELIOÙ MEUR KERNE

C’HOARIVA KERNE

Yaou 23

9Enoz

KEYVAN CHEMIRANI

23 07 2026 Keyvan Chemirani ©Daniel Meyer Assayag event

Ur grouadenn a ginnig Keyvan Chemirani gant Tales of NAR (New Ancient Rhythms), enni e klot doareoù muzik a-gozh gant re hiziv an deiz. Sonerien eus meur a orin endro dezhañ e vez aozet gantañ ur muzik splann ha diwar ijin, awenet gant gwrizioù persan pe savet war ar prim, digor war ar bed holl. Ur bedadenn da veajiñ dre gizidigezh al livioù son ha pinvidigezh ar c’henson.

Gwener 24

9Enoz

PêR VARI KERVAREC

Muncai

Gant Dremmwelioù Breizh emañ Pêr Vari Kervarec o foetañ bro dre un terouer a vemor, a dreuzkas hag a grouidigezh. Dre ar c’han, ar vombard hag al lavar e teu gantañ un oberenn gizidik hag a gej enni, an eil ouzh egile, dremmwelioù diabarzh, herezh ar sevenadur hag ur sell a-vremañ. D’un abadenn selaou don, barzhoniezh enni, e vezer pedet gantañ,.eilet drezi gant pevar muzisian soutil o sonerezh.

Sadorn 25

9Enoz

BRIEG GUERVENO

Muncai

Arzour a-bouez war leurenn Vreizh hiziv an deiz emañ Brieg Guerveno o vont da ginnig ur grouadenn nevez, ledanaet enni tachennad dibar e ganaouennoù. Gant ur meskad rock aezhennek, folk ha barzhoniezh e Brezhoneg e tispak meur a ardremez nevez a sonerezh, kemmesket enno kerdin, klavieroù ha kensonioù elektronek. Un abadenn a vezer paket-naet ganti a zistaol holl startijenn splann hag a-vremañ e sac’had sonioù.