AR GOUELIOÙ MEUR KERNE

Gouelioù Meur Kerne

Gouelioù Meur Kerne war ur bazenn uheloc’h

 

A-benn an hañv 2026 e erruo Gouelioù Kerne war ur bazenn nevez. Ouzhpenn evit un abadenn voas e vo ul lamm war-raok anezho.
Ouzhpenn ur c’hantved e lak ar goueliou sevenadur Breizh da vevañ e Kemper, ur sevenadur gwriziet don amañ ha bev-buhezek. Savet diwar un fest pobl eo deuet, a-hed an amzer, da vezañ ul lec’h da eskemm gouiziegezh, d’en em gavout ha da grouiñ, ennañ e kej rummadoù oad, modoù hag ijinoù.
Hiziv an deiz e tegouezh an istor-se en ur mare nevez. Ur mennozh splann a ziskouez Gouelioù Kerne : dont da oberour eus ar vegenn en abadennouù bev e Breizh, dre ober gant an hêrezh, ar c’hrouiñ hag an digor.
Ar mennozh-se a vo pevar filer da ober un diazez dezhañ : frammañ da badout, gwriziennañ en terouer, krouiñ da skoaziañ an arzourien ha digerñ da lakat braventezioù ha rummadoù da gejañ.
Programm 2026 a zo da vat gant al lañs-se. Sevenadur Breizh o vevañ a vo diskouezet drezañ : savet diwar e wriziou hag o cheñch atav. Eus an doareoù a-gozh da nevezentioù hiziv an deiz, eus al leurennouigoù d’an abadennouù bras a-stroll. Ur veaj dre an arzoù a ginnig ar gouelioù, enni eo an eñvorioù danvez da grouiñ diwarno.
Dibar eo abadenn ar bloaz-mañ ivez dre ma ez eus savet ur bodad produiñ arzel. Ouzhpenn lakat abadennoù da baseal a vo graet diwar vremañ gant ar gouelioù : Bez e vo anezho ul lec’h hag a ziwan hag a sav oberennoù da badout ennañ.
Eus an 23 d’an 26 a viz Gouere e vo ul lec’h bev birvidik eus Goueliou Kerne ha Kemper, muioc’h evit biskoazh : ul lec’h hag a zañser ennañ, a selaouer ennañ a zesker ennañ, ha a dreuzkaser ennañ. Ul lec’h hag a zalc’h ar sevenadur ennañ da cheñch dre ijin an holl.

    Affiche Festival 2026

    23 > 26 Gouere

    Gouelioù Meur Kerne

    Kemper

    Affiche Kenleurenn 2026

    26 Gouere – 8.30

    BATTLE NOZ

    Kostum Park – À nous la vie

    Affiche Kenleurenn 2026

    23 > 25  Gouere

    Jazz Klub

    TOG RUZ