AR GOUELIOÙ MEUR KERNE

Leurenn Per Jakez Hélias

Leurenn PER JAKEZ HÉLIAS — Dispak & Startijenn

Asambles gant Ti ar Vro Kemper e vez graet ton war al leurenn-se d’ur rummad nevez a arzourien hag a oar lakat reuz er reolennoù ha reiñ ur stumm all d’ar modoù boas. Elektro, hip-hop, rock… meur a levezon o kejañ da lakat doareoù dibar da darzhañ.Ur leurenn vev, divoas da vat hag eston ganti e-leizh.

Yaou 23 a viz Gouere

IVARH – 8Enoz 30

23 07 2026 Ivarh ©Louise Quignon event

Stokadenn nerzhus etre Breizh, Broioù Balkan hag Afrika : ur grouadenn brim o virviñ.

MUNCAI – 10Enoz

Muncai

Gant DJ Bapt2, ul “live” rap tarzhus : skratch, gitar hag araj hip-hop e Brezhoneg. Eus Brest da Dolosa, ur garm start etre groove ha mall bras.ar ger live e saozneg gant skrabigoù kuit da gemmeskañ anezhañ gant ar ger live e brezhoneg.

Gwener 24 a viz Gouere

KAOLILA – 8Enoz 30

Kaolila ©A-C Poyard

Rock ha folk e Brezhoneg, distaolet gant teir mouezh ha startijenn ouez.
Sonioù intret a vuhez, hag a zeu skeudennoù merc’hed nerzhus ganto.

DJ MISS BLUE – 10Enoz

DJ Miss Blue ©MozPics

DJ set : Setu dañsoù ar vro o tarzhañ gant drum’n bass hag elektro. Fest-noz nevesaet-naet, tekno, dub, jungl : Bro Vreizh tizh ganti o vont diharz.

Sadorno 25 a viz Gouere

KRISMENN & TOM LECLERC – 8Enoz 30

Kaolila ©A-C Poyard

Kan e Brezhoneg, rap hag elektronegezh o stokiñ war al leurenn. Ur muzik prim hag a vezer paket gantañ etre herezh ha mekanikoù.

DISSIDAÑS – 10Enoz

DISSIDANS Droits Reserves

Kenson etre bombard, biniou bras ha mekanikoù : Un abadenn vev elektro, nerzhus ha rik. Doare Breizh a-gozh stlapet krenn gant ur startijenn eus hiziv an deiz da vat.