AR GOUELIOÙ MEUR KERNE
TOG RUZ
UL LEC’H GOUESTLET D’AR BREZHONEG
A-raok Leurenn Ar Stêr eo Leurenn Tog ruz er bloaz-mañ, diblaset d’ar straed Falkirk a-dal d’an Tog Ruz. Asambles gant Ti ar Vro Kemper e vez enoret ar Brezhoneg warni gant sonadegoù, arzourien nevez ha diduadennoù.
LEUR TOG RUZ
Kwiz – Sevenadur Breizh ha Brezhoneg
YAOU 23 HA GWENER 24 – 12E > 12E45
Amprouit ho anaoudegezh eus sevenadur Breizh hag ar Brezhoneg gant ur c’hwiz a-stroll.
Pred / Pred e-maez kanet
YAOU 23 HA GWENER 24 – 12E45 > 14E
Deuit da zebriñ merenn ha da ganañ e Brezhoneg hag e Galleg gant ur sac’had sonioù a-gozh hag a-vremañ.
C’hoarioù mod Breizh
GWENER 24 – 12E > 18E
Gant ar FALSAB, deuit asambles gant ho familh d’ober anaoudegezh gant c’hoarioù giz ar vro. Abadennoù e Brezhoneg ha deuet mat oc’h holl enno.
.
Karaoké
SADORN 25 – 19E > 20E
Deuit da ganañ sonioù mil vrudet, laket e Brezhoneg gant kevredigezh Kentelioù an Noz, a bep-seurt a zo.
MEDIAOUEG ALAIN GÉRARD
Kentañ lamm er Brezhoneg
YAOU 23 HA GWENER 24
16E> 16E45 / 17E > 17E45
Tapit un diazezig eus ar Brezhoneg ha gerioù hag a denn d’ar festoù. Deuet mat oc’h holl, a-strolladouigoù, abadenn kaset dre c’hoari.
Kontadennoù Diyezhek
YAOU 23 – 17E > 18E
Kontadennoù e Brezhoneg hag e Galleg evit an holl rummadoù, da veajiñ dre faltazi ar vro gant ye yezh.
Studio Doubliñ Dizale
Studio Doubliñ Dizale
YAOU 23 A VIZ GOUERE
12E45 > 13E15 & 16E > 16E30
Deuit da zeskiñ un tammig eus ar vicher doubliñ filmoù ha tresadennoù-bev e studio kevredigezh Dizale.
